A ! Lenn...

Ur wech e oa, Albert Deshayes (2005)

Ur wech e oa, Albert Deshayes (2005)

An tech da reiñ an anv Ur wech e oa d’ul levr pe da n’eus forzh peseurt oberenn all em eus kavet bleup a-viskoazh. Bez ez eus kement anezho, ma n’heller ket didouezhiañ an eil re eus ar re all. Neuze e vez disoñjet an oberenn hag he diabarzh ken aes ha tra… Ne vern. […]

Continue reading
Racontars arctiques, Jørn Riel, bro-Danmark (1974-2009)

Racontars arctiques, Jørn Riel, bro-Danmark (1974-2009)

E danek eo bet skrivet al levrioù-mañ. Perzh en doa kemeret Jørn Riel en ur gefridi skiantel e Groenland, lec’h ma oa chomet e-pad 16 vloaz da vevañ. Eus ar pezh en doa gwelet ha klevet du-hont en deus tennet an 10 levrenn-mañ, enno testennoù berr etre kontadennoù ha danevelloù. Setu amañ an heuliad a-bezh […]

Continue reading
Santez Dahud, Roparz Hemon (1935)

Santez Dahud, Roparz Hemon (1935)

Embannet e oa bet Santez Dahud e-barzh Gwalarn da gentañ. Ur gontadenn danevellet eo. Kontañ a ra Roparz Hemon, diouzh e vod, mojenn Kêr-Iz ; un istor dousaet evit klotañ gwelloc’h gant tro-spered relijiel tud e vro eget ar gontadenn hengounel, moarvat. Tro din da zegas d’am soñj e karan skridoù Roparz Hemon, n’eo ket […]

Continue reading
Panelloù, Laurence Lavrand (2016)

Panelloù, Laurence Lavrand (2016)

Div banell zo o kaozeal : an neudenn eo evit kontañ senennoù bihan n’o deus netra da welet etrezo estreget ma tremenont e Breizh ; evel ma vez graet gant ar vugale pa ginnigont beihadegoù er c’hampoù-vakansoù. Ur studierez komunour, un tad-kozh hag e vab-bihan, un eured farsus, kannerezed-noz, atalier un arzour, ur c’houblad o […]

Continue reading
L’affaire Caïus, Henry Winterfeld, bro-Alamagn (1953)

L’affaire Caïus, Henry Winterfeld, bro-Alamagn (1953)

Ur romant-polis istorel evit ar yaouankiz eo L’affaire Caïus, kenderc’hel a ra da vezañ embannet ha lennet daoust ma ne vije ket eus ar re nevesañ. Henry Winterfeld eo skrivagner en deus savet Les enfants de Timpelbach, brudetoc’h eget ar rummad Caïus emichañs. 3 romant a ya d’ober ar rummad Caïus, hennezh eo an hini […]

Continue reading
Ar veaj-se ur wech e oa, Per Diolier (1980)

Ar veaj-se ur wech e oa, Per Diolier (1980)

Evit an eil gwezh on bet souezhet gant Per Diolier : disoñjet em boa e anv, mesket anezhañ gant unan all, ha ne oan ket engortoz tamm ebet eus diabarzh al levr-mañ. Dav eo lavaret e kavan paour seurt titloù ivez, enno gerioù ken boutin m’o deus kollet pep ster gant an amzer, ha n’eus […]

Continue reading
Ar Morgezeg, William Hope Hodgson, Rouantelezh Unanet (1913)

Ar Morgezeg, William Hope Hodgson, Rouantelezh Unanet (1913)

Tennet eus an torkad Men of the Deep Waters, an danevell hir-mañ zo bet embannet he zroidigezh vrezhonek en ul levrenn he-unan e 2012. En he stumm, lodennet a-bennadoù daoust ma vije a-boan 60 pajennad oc’h ober anezhi, he deus lakaet ac’hanon da soñjal en Ar follez Yaouank gant Meavenn. War grafoù all ez eus […]

Continue reading
Stourm e mor Skos, Clyde Dlugy-Belmont (2015)

Stourm e mor Skos, Clyde Dlugy-Belmont (2015)

N’eo ket gwall hir al levr, div lodenn ennañ, stag an eil ouzh eben. Ur c’hwezh istorel zo war an dezrevell, kontet war un ton farsus hag o luchañ war-zu ar moliac’h : koktel Pirate des Caraïbes, lakaomp, met diawen. Ar pezh a ro d’al levr-mañ ul liv ispisial eo an emgannoù war vor niverus […]

Continue reading
Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Dizoloiñ a ran gant al levr-mañ un dremm nevez d’un den a anavezan pell ‘zo evit e droidigezhioù. En e varzhonegoù, e c’hoari Yann Varc’h Thorel gant ar gerioù. Fent a oar lakaat, kement hag ampartiz, e testennoù awenet dreist-holl gant bed ar vugale : natur, loened bihan ha bras tresoù tud dezho, taolennoù lieskementiñ, […]

Continue reading
Everything, everything, Nicola Yoon, Stadoù Unanet (2015)

Everything, everything, Nicola Yoon, Stadoù Unanet (2015)

Ur romant aliet din gant merc’hed 5vet klas. Madeline zo o paouez tizhout he 18 vloaz. Tremenet he deus he buhez klozet en he zi, hec’h-unan gant ur glañvdiourez ha gant he mamm. Paket gant ur c’hleñved rouez, emañ war var da vervel ma ne chom ket atav en un endro aseptizet. N’eus pare ebet […]

Continue reading
Méto 1 : La maison ; Méto 2 : L’île ; Méto 3 : Le monde, Yves Grevet, Frañs (2008, 2009, 2010)

Méto 1 : La maison ; Méto 2 : L’île ; Méto 3 : Le monde, Yves Grevet, Frañs (2008, 2009, 2010)

Skrivet gant ur skolaer, ar rummad teir levrenn-mañ he deus alvaonet ac’hanon. Gant nebeut-tre a voienoù, frazennoù berr hag eeun, e teu a-benn ar skrivagner da lakaat al lenner da cheñch bed kerkent ha pajennadoù kentañ ar romant. Kavout a ra din eo aesoc’h da lenn evit bugale yaouank eget labour ur skrivagner evel Timothée […]

Continue reading
11 serpents, Philippe Saimbert, Frañs (2016)

11 serpents, Philippe Saimbert, Frañs (2016)

Dibabet em eus lenn al levr-mañ abalamour d’e c’holo doare Cluedo, ha d’an diverrañ anezhañ. Ur vaouez kozh pinvidik-mor he deus divizet reiñ an hanter eus hec’h arc’hant d’un ezel bennak eus he familh, ha hi bev c’hoazh. Pediñ a ra an 11 anezho da dremen ur sizhunvezh en he zi, ma tleo an hini […]

Continue reading
Flavia de Luce 4 :  Vorhang auf für eine Leiche, Alan Bradley, bro-Ganada (2011)

Flavia de Luce 4 : Vorhang auf für eine Leiche, Alan Bradley, bro-Ganada (2011)

Evit ar pedervet levrenn-mañ e kemer troioù-kaer Flavia de Luce un tres nevez. Echu eo gant ar baleadennoù war gein Gladys. Dont a ra ur skipailh sinema da dreiñ ur film e maner ar familh de Luce, a zo bountet gant an diouer a arc’hant da feurmiñ ha rannañ e di-annez da vare Nedeleg. Lakaat […]

Continue reading
Je ne quitterai pas ce monde en vie, Steve Earle, Stadoù Unanet (2011)

Je ne quitterai pas ce monde en vie, Steve Earle, Stadoù Unanet (2011)

Ne ouezen ket tamm ebet piv e oa Steve Earles a-raok lenn al levr-mañ, dre zegouezh, peogwir e kaven farsus an titl anezhañ. Skrivañ n’eo ket ar pezh a ra ar muiañ : ur soner ha kaner “country” amerikan eo da gentañ tout. Dizoloet em eus en ur glask titouroù diwar-benn e vuhez (dirollet !) […]

Continue reading
La jeune fille à la perle, Tracy Chevalier, Stadoù Unanet (1999)

La jeune fille à la perle, Tracy Chevalier, Stadoù Unanet (1999)

Ur romant istorel eo, met n’eo ket re builh evel ma c’hellont bezañ a-wezhioù : n’eus ket ur mor a dudennoù, dibabet mat int, hag a-fed istor eo kentoc’h buhez pemdez familhoù metoù disheñvel eus Delft a zizoloer a-dostoc’h. Tennet he deus Tracy Chevalier hec’h awen eus un daolenn gant Vermeer : Plac’h yaouank he […]

Continue reading
Ur person evit enez Sun, Henri Queffélec (1944)

Ur person evit enez Sun, Henri Queffélec (1944)

Embannet eo bet an droidigezh brezhonek e 2016. Kavet em eus kentoc’h plijus al lennadenn abalamour m’eo skrivet ha troet brav al levr. Koulskoude, war ar foñs, ez eus traoù em eus kavet iskis. Kompren a ran perak eo bet dibabet al levr-mañ da vezañ troet : reiñ a ra ur skeudenn dreistordinal, digredus, eus […]

Continue reading
L’appel du coucou, Robert Galbraith, Rouantelezh Unanet (2013)

L’appel du coucou, Robert Galbraith, Rouantelezh Unanet (2013)

Romant-polis kentañ J.-K. Rowling eo, dindan an anv-pluenn Robert Galbraith peogwir he doa c’hoant da c’houzout penaos e vije degemeret he levr hep diazezañ e soñj war brud Harry Potter. C’hwitet an taol, evel-just. Re a c’hlaou en doa an ti-embann da rastellat evit chom feal d’ar promesa graet d’ar skrivagnerez… Ha ret eo din […]

Continue reading
Ameli Penn-Koumoul : Labour ha dilabour 1 ha 2, Maguy Kerisit (2010, 2011)

Ameli Penn-Koumoul : Labour ha dilabour 1 ha 2, Maguy Kerisit (2010, 2011)

Un istor hiroc’h eget boaz a ginnig Maguy Kerisit amañ, setu perak eo bet embannet dindan div levrenn ha n’eo ket unan. Koshaet eo Ameli. Echu eo ar skolaj ganti, emañ o vont da gregiñ gant al lise. Monedone a ra an istor etre kudennoù labour he zud ha kudennoù labour ar re yaouank a […]

Continue reading
Un homme de tempérament, David Lodge, Rouantelezh Unanet (2011)

Un homme de tempérament, David Lodge, Rouantelezh Unanet (2011)

Ur vuhezskrid romantaet, doare Herve Gouedard, eo a ginnig David Lodge amañ : buhez ar skrivagner saoz H.G.Wells. Daou abeg d’an nebeutañ em boa da vezañ dedennet gant al levr. Gouzout a ran eo barrek-kenañ David Lodge, ha goude va lennadenn on sur ne veskin biken ken H.G. Wells gant Orson Welles, ar pezh a […]

Continue reading
Ar vicher, Mikael Madeg (2014)

Ar vicher, Mikael Madeg (2014)

Alies, pa lennan levrioù ‘zo gant Mikael Madeg, e sav c’hoant ennon da gemer ur c’hreion ha da varrenniñ kement tra a santan evel a « re » evit heuliañ an istor. Re alies e vez distrempet anezhi gant distroelloù hir, ha debron a sav em bizied d’he lakaat da dizhout he stumm retañ. Ar boelladenn-mañ ne […]

Continue reading