Pladenn Du

Traoù nevez

Traoù nevez

Klokaet em eus listennad ar stalioù ma c’haller prenañ viniloù enno, e lec’hioù egzotek evel München pe Kemper : reoù all a zo da zont c’hoazh ! Klask a rin embann ar buanañ ma c’hallan kronikoù ‘m eus savet goude bezañ selaouet viniloù kozh, pe nevez deuet e-maez. Ha kenkas n’ho pefe ket gwelet e […]

Continue reading
Santeg East Coast

Santeg East Coast

N’emaon ket e-karg eus management Denez Prigent – pe “Denez”, diouzh e anv leurenn nevez – met lakaet e vo ar gaoz war e benn adarre peogwir e vo embannet gant Coop Breizh 500 skouerenn doare vinil eus e albom diwezhañ, An enchanting garden / Ul liorzh vurzhudus. Stag e vo ouzh ar bladenn du […]

Continue reading
Viniloù “kozh-nevez” e ti Coop Breizh

Viniloù “kozh-nevez” e ti Coop Breizh

A-raok an hañv em boa bet plijadur o welet viniloù da werzhañ war stand Coop Breizh en ur gouel bennak. Lod a oa nevez-flamm (Ramoneurs de Menhirs…), maread all a oa bet kavet en ur stock kozh er c’halatrez : setu dirak va fri pladennoù embannet er bloavezhioù 70 ha 80, ral evit lod, en […]

Continue reading
Denez Prigent & Aleph – “E trouz ar gêr Teknoz remix” (1998)

Denez Prigent & Aleph – “E trouz ar gêr Teknoz remix” (1998)

Digor-frank eo Denez Prigent, paotr ar gwerzioù hag ar c’han-ha-diskan, da levezonioù modernoc’h a-fed sonerezh. Tapet en deus brud e 1992 en ur ganañ tonioù hengounel a cappella dirak arvesterien an Transmusicales e Roazhon, ur festival rock ma ‘z eus unan, a-raok embann e bladenn gentañ (Ar Gouriz Koar) e 1993. Adalek an eil albom, […]

Continue reading
Mouez Breiz : ul label evit toullañ an hent

Mouez Breiz : ul label evit toullañ an hent

Gouzout a raec’h e oa stummoù sonerezh all a-raok ar rock ‘n’ roll ? Sabatuet oc’h, kredapl, met gwir eo. Azezomp ‘ta e-tal an tan, ha toullomp kaoz diwar-benn al label brezhonek kentañ. Ma furchit un tamm er foarioù e Breizh ho po tro da welet pladennoù brezhonek embannet er bloavezhioù 50 pe 60, ur […]

Continue reading
Lali + Roots Atao – “An hini a garan” (2014)

Lali + Roots Atao – “An hini a garan” (2014)

Ma selaouit reggae pe hip-hop e anavezit marteze ar Bass Addict Show, bep sul noz war Plum’ FM, ur radio eus Naoned. A-drugarez da Dr Jakson, ur selekteur (an hini a zibab ar sonerezh) – brezhoneg gantañ – eo deuet betek va divskouarn un tamm roots / stepper kanet en hor yezh : An hini […]

Continue reading
An Namnediz : eil pladenn (1970)

An Namnediz : eil pladenn (1970)

Savet oc’h mintin mat, ha c’hwi da soñjal en ur goulenn a-bouez : piv ‘neus enrollet ar ganaouenn Tri Martolod evit ar wech kentañ… Nolwenn Leroy ? Try again. Manau ? Aiou… Eveljust e teu anv Alan Stivell war ho kenoù, ha ne vo ket rebechet deoc’h, kar hennezh eo ‘neus brudet an ton. Enrollet […]

Continue reading
A-raok kregiñ ganti…

A-raok kregiñ ganti…

Diwar an nebeud viniloù brezhonek a zo ganin, lod zo enrollet gant arzourien vrudet – Stivell, Gwernig, Servat – lod all gant arzourien disoñjet penn-da-benn pe dost. Ur maread pladennoù du brezhonek pe damvrezhonek a zo bet embannet en XXvet kantved koulskoude, hag e vez c’hoazh ! Klask a rin embann un nebeud gerioù war […]

Continue reading