EMGLEV AN TIEGEZHIOÙ

Gouel Maria Hanter Eost e Bodiliz

Gouel Maria Hanter Eost e Bodiliz

Bep bloaz d’an Hanter-Eost e vez lidet un Oferenn e Bodiliz, da zek eur hanter. E brezhoneg e vez an holl gantikoù hag al lennadennoù. Ar peurrest a vez an hanter anezhañ e galleg. Mat eo en em gaout abred rak leun-barr e vez an Iliz d’an Oferenn-se. War don “Itron Varia ar Porzhoù” eo […]

Continue reading
Santez Peronell

Santez Peronell

Bep trede sul miz Gouhere e vez pardon santez Perounel e Plouzeniel (Leon). Prosesion hag Oferenn a vez, ha goude Kig ha fars (n’eo ket dav lakaat e anv) ha c’hoarioù (kilhoù kozh da skouer).. Gwechall e veze da Sul an Drinded hervez levr Mikael Madeg war feunteunioù bro-Leon. Hervez Turiav ar Menteg er «Goueler […]

Continue reading
Kannadig Imbourc’h 101 :                            Ar Gristenien eo ar Juifed nevez.

Kannadig Imbourc’h 101 : Ar Gristenien eo ar Juifed nevez.

Da heul “censure” pennadoù Emglev An Tiegezhioù gant an “Agence Bretagne Press”, Da heul berzhididgezh ouzh stalig Emglev An Tiegezhioù e gouel sañset ‘broadel’ ar brezhoneg e Langoned, Da heul berzhidigezh izili zo e Kamp emren Plougastell, ha, war ar marc’had , Broudig o lakaat an hu warnomp da heul Françoise Morvan, da heul gouennlazh […]

Continue reading
E pep degouezh ez eo mantrus un IVG eme Simone Veil.

E pep degouezh ez eo mantrus un IVG eme Simone Veil.

“mantrus”, ha marvus evit ar c’hrouadur, gant heuliadoù a-bep seurt war yec’hed kprfel, bredel ha kantaezel ar vamm… hag an tan ivez,… hag ivez war ar vugale a zo pe a vo ganet en tiegezh-se. http://tempsreel.nouvelobs.com/politique/20170630.OBS1430/verbatim-l-integralite-du-discours-de-simone-veil-du-26-novembre-1974-sur-l-ivg.html Siwazh, ez eo kresket an diforc’hadoù-bugale eus 60.000 da 220.000 bep bloaz gant al lezenn he deus lakaet votiñ. […]

Continue reading
Pardon santez Anna Tro-Aon

Pardon santez Anna Tro-Aon

Ar Pardon a vez d’ar Sul kentañ a viz Gouhere da 10 eur 30, e mervent parrez an Ospital-Kamfroud. En ur chapel nevez e vez lidet, bet savet e 1950. Goude an Oferenn e vez ur brosesion hir a-walc’h da vont d’an aod dre ar “rue du Nerhu”, da lavarout eo “Straed an Erv”, rak […]

Continue reading
100vet Beilhadeg evit ar Familh e Karaez d’ar Gwener 07/07

100vet Beilhadeg evit ar Familh e Karaez d’ar Gwener 07/07

A-berzh: Beilherien Karaez <veilleurs.carhaix Mignoned ker Na dermit ket o treuzkas ar c’hemenn-mañ mar plij… adalek 20e30 da 22e00 Plasenn La Tour d’Auvergne e Karaez Ken ar Gwener 7 a viz Gouere (digwener penn sizhun), * ONLRJJJ ** « Ar gened, moarvat, ne gas ket an dispac’hioù. Met dont a ra un deiz m’o deus […]

Continue reading
Kantik Sant Alar Plouzeniel

Kantik Sant Alar Plouzeniel

Ar c’hantik a vez kanet war don «Pegen Kaer ez eo mamm Jezuz» (a zeu diwar «kan bale Arzhur») Diskan : 1. En Neñvoù ha war an douar Meuleudi, hag enor ha gloar, ha mil bennozh da Sant Alar. 2. Morse Sant alar ne vanke e-kreiz e labourioù, bemde da ginnig e boan da Zoue. […]

Continue reading
Kantik Sant Yann Vadezour Logonna-Daoulaz

Kantik Sant Yann Vadezour Logonna-Daoulaz

D’an trede Sul a viz Mezheven e vez ar Pardon, da 10e 30. War don Kantik Sant Erwan “Nann n’eus ket ur sant” Diskan : Jezuz e-unan, Jezuz hen lavar : Sant Yann Vadezour n’en deus ket e bar (bis). 1. An ael Gabri-el da Zakari-as a annons ur mab a vo santel bras (bis). […]

Continue reading
Emvod bloaz hon Emglev

Emvod bloaz hon Emglev

An emvod-bloaz hervez lezenn a vo dalc’het evel boaz e Kergreven Trelevenez d’ar Sul eus Kan al Loar : 10e 30 oferenn divyezhek e Sant Houardon Landerne 12 e Pred e Kergreven 14 e Emvod reoliek : renta-kont an oberiantizoù : goulennoù, raktresoù, dilenn tud evit ar c’huzul-ren. 16e dibenn an emvod. 17e evit ar […]

Continue reading
Gouel Yann er Feunteun Wenn, Plougastell

Gouel Yann er Feunteun Wenn, Plougastell

Un “Devezh e brezhoneg” aozet gant “Re diwar ar maez” D’ar sadorn 24 a viz Mezheven an hini e vo ar bloaz-mañ. 3 eur : pourmenadenn gant Saïg Jestin , war ar c’hleuzioù… 4 eur : dastum patatez, sevel ur bern keuned, charreañ foen gant ul loen-kezeg 4 30 : Gouren (divyezhek avat) 7e 30 […]

Continue reading
Daskor en deus ezhomm skoazell

Daskor en deus ezhomm skoazell

Un tiig-embann eo Daskor embann a ra oberennoù klasel e brezhoneg e stumm levrioù kempennet brav ha marc’had mat. Ezhomm en deus da vezañ sikouret : Roll an 19 levr moullet dija : http://www.daskor.bzh/fr/node/1465 en o zouez adembannadur mestr-oberenn Yann-Bêr Kalloc’h er yezh unvan… “War an daoulin”, evit 8 euro nemetken ! Sikouromp a galon […]

Continue reading
Genealogiezh e brezhoneg

Genealogiezh e brezhoneg

Ne yelo ket EAT da Langoned

Ne yelo ket EAT da Langoned

Ur c’helou trist eo. Ar gevredigezh “Mignoned ar Brezhoneg“,  aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg, ne anavezont ket o mignoned. Da “Vignoned ar Brezhoneg” e lavaromp ez int faziet : ne fell ket dezho bezañ mignoned ganeomp daoust ma-z omp-ni mignoned d’ar brezhoneg abaoe 1947. Evit ar wech kentañ en istor EAT eta ez eo berzet […]

Continue reading